A-benn disadorn, 2 a viz C'Hwevrer, e vo dalc'het gouel Ai'ta ! e Brest, adalek 8 eur, er sal dindan an ti-kêr.
Evel boaz e vo nerzh ha plijadur a-hed an nozvezh, a-drugarez d'an holl strolladoù festoù-noz ha sonerezh deus ar vro. Un digarez eo ivez da skoazellañ an dud o deus choazet da stourm difeuls hag a-wel d'an holl evit kas war-raok ar brezhoneg.
Ezhomm a zo sikour ar Vretoned kar-o-yezh muioc'h evit kustum c'hoazh dre m'en em gavo daou stourmer deus Ai'ta ! dirak al lez-varn dizale, da heul an oberennoù "drastus" kaset ganeomp. Deuit niverus da sikour ganeomp 'ta !