Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Prenañ tud fur ha sentus gant prizioù a bep seurt ?
Na laouen ar vrezhonegerien !
Par Fanny Chauffin pour ABP le 8/01/12 10:52

Piv a oar e oa bet nac'het ar Prizioù gant tud evel Goulc'han Kervella pe Bernez Tangi, o lakaat Goulwena an Henanff diaes, ar bloavezhioù paseet ?

Piv en deus klevet e oa bet Riwall Huon e-pad saloñs Gwened enoret evit e romant "ar marc'h glas" o c'houlenn e vefe eskemmet e priz ("croisière" chik ha cheur, a dalveze 5000 euro) gant ur sammad arc'hant da reiñ da Ziwan ? Trouz ebet er c'hazetennoù, fulor maer Gwened ...

Ha laouen ar vrezhonegerien ? Ya, re Naoned sur, an abadenn nemeti e brezhoneg o do e-pad ar bloavezh war frans 3 ... eo just a-walc'h hini ar Prizioù !

Gant un eurvezh ha kard e brezhoneg bep sizhun n'eo ket brav plas ar brezhoneg war ur skinwel rannvroel a zo bremañ "Rannvro ar C'hornog : Frañs 3 Ouest", da lavarout eo echu gant Breizh. Na laouen ! Nag eurüs !

Dre chañs e vez radioioù, kalz marc'hadmatoc'h a ra ur sapre labour evit ar yezh. Muioc'h mui a dud skiant prenet, gant ul live yezh o kreskiñ, abadennoù liesseurt. Gant ma vo dihunet mat selaouerien hag arvesterien bedig bed ar c'hleweled e brezhoneg e Breizh ...

Voir aussi sur le même sujet : stourm,Frañs 3,Liger-Atlantel
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 4 commentaires
Cochise Le Dimanche 8 janvier 2012 17:50
Anez disoñjal al lenn, memes tra, ha skipailhoù evel reoù "Ya!" pe "Bremañ", tud donezonet ha labourus enno ivez !
(0) 
Bernez Riou Le Mardi 10 janvier 2012 10:08
N\'ouzon ket ha laouen eo ar vrezhonegerien all... Gouzout a reont koulskoude n\'eus ket kalz brezhoneg er skinwel. A-hend-all ne gavan ket e vije klevet brezhoneg gwall vat alies.
Marteze ez eus muioc\'h er skingomz, met ne vez ket klevet: em skingomz-me n\'eus nemet galleg.
Gwir eo, pa gomzer eus France 3 Ouest n\'eus anv ebet eus Breizh. Pa gomzer eus Ouest-France, pe Radio Kerne zoken, n\'eus anv ebet eus Breizh ivez.
A-hend-all, evit ar Prizioù, eo splann pegen dister eo al lec\'h roet d\'al levrioù. Evit reiñ c\'hoant da skrivañ, da dreiñ, da embann, pe da lenn levrioù nevez e brezhoneg, e vo ret kavout doareoù all efedusoc\'h .
(0) 
Alter Ego Le Mardi 10 janvier 2012 12:34
Piv a gendalc\'h da sellout ouzh ar skinwel e 2012?
(0) 
L. Berrou Le Mercredi 11 janvier 2012 09:51
Evit a sell ouzh F3 e oa gwelloc\'h ganin an abadennoù kinniget gant F. Broudic pe C. Ar Mero (pe B. Rouz) : donoc\'h er c\'haoz e yae an atersadennoù eget reoù ar ginnigerien nevez. Kalz re a sonerezh a zo bremañ, ha re skañv danvez an abadennoù. 'Blam d\'an dra-se ne sellan ket mui ouzh \"Bali Breizh\".
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons