Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Produit -
Modulennoù emstummañ ? Petra an diaoul ?
Forzhik goulennoù a vez savet ouzhomp diwarbenn ar modulennoù emstummañ kinniget war savenn www.edubreizh.com. Kavet e vez ar modulennoù-se er c'hentelioù a c'hell nep deskard heuliañ diouzh e lusk. Gallout
Par JF Le Cloarec pour Skolanet le 8/09/11 17:07

Forzhik goulennoù a vez savet ouzhomp diwarbenn ar modulennoù emstummañ kinniget war savenn Edubreizh http://www.edubreizh.com.

Kavet e vez ar modulennoù-se er c'hentelioù a c'hell nep deskard heuliañ diouzh e lusk. Gallout a ra adsellet outo kement en do c'hoant, ma n' en deus ket intentet mat un dra bennak pe tra-ken evit adwelet traoù ' zo...

E pep kentel e kaver 5 pe 6 modulenn disheñvel, a denn pe eus yezhadur, eus geriaouegoù petraomant c'hoazh, eus doareoù-eskemm.

Hervez diaester an danvez studiet e pad pep modulenn etre 5 ha 15 minutenn d'ar muiañ. Gallout a reer o studiañ en un doare distag, pezh a ro ur frankiz bras evit aozañ an deskiñ. E dibenn anezho avat, e kaver bep taol amprouennoù bihan da bep hini gallout gwiriañ ar pezh en deus desket ha penaos ez a war-raok.

Sed e kinnigomp deoc'h dizoleiñ adalek hiriv div vodulenn :

Unan a denn eus yezhadur (a gaver er gentel 6) http://goo.gl/zBnQn

Hag eben da zeskiñ al livioù. (a gaver er gentel 10) http://goo.gl/mJp6R

Adkavit modulennoù all war Edubreizh http://www.edubreizh.com

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 9) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons