Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Nevezenti zo evit distro-skol Edubreizh
Kinniget e vez c’hoazh, gant ar savenn-stummañ enlinenn evit netra, un toullad mat a zanvez evit ar re c’hoant ganto anavezout pe deskiñ ar yezh pe adwelet o brezhoneg war
JF Le Cloarec pour Skolanet le 12/09/13 20:10

Kinniget e vez c'hoazh, gant ar savenn-stummañ enlinenn evit netra, un toullad mat a zanvez evit ar re c'hoant ganto anavezout pe deskiñ ar yezh pe adwelet o brezhoneg war internet. (voir le site)

Kustumet eo bremañ implijourien ar savenn d'ober o mad eus an dafar pedagogel emstummañ kinniget (kevatal, well-wazh d'ur bloavezh kentelioù noz). Sed e c'hello ar wiaderien kemer perzh e c'hoari bras Edubreizh en-dro : seul vrasoc'h o ferzh war ar savenn (foromoù, flap, rouedad) seul vuioc'h a chañs dezho da c'hounit profoù kinniget gant kevelourien Edubreizh (Embregerezhioù, arzourien, skrivagnerien ar vro …). (voir le site)

Met ar pep nevesañ evit distro 2013 eo ar c'hentelioù sizhuniek enlinenn digoust. Lusket ha buhezet e vint gant Erwann Denez bep merc'her etre 14e30 ha 15e30. Diazezet e vo ar frapadoù diwar skeudennoù o tennañ d'un dodenn bennak. Pep hini a c'hello kemer ar gaoz ha rein e soñj dre gomz. Skoazellet ha sikouret e vint gant Erwann.

Kinnig a ra Edubreizh lakaat e-kerzh ar gelennerien a fellfe dezho, e zoare mont en-dro evit netra, evito da ginnig eurioù ha dodennoù all. (voir le site)

Traoù nevez all zo da gaout a-raok fin ar bloaz, dav deoc'h gedal, vo ket lâret pep tra e Miz Gwengolo…

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons