Aet eo ar maout gant Riwal HUON e Saloñs al levrioù kêr Gwened !
Evit an trede gwezh, e-korf ur bloaz, ez eus bet deroet ur priz lennegel da Riwal Huon evit e romant "Ar marc'h glas". Ar brud zo gantañ !
Un danvez skrivagner deus ar re wellañ eo Riwal Huon. Un den entanet evit ar brezhoneg hag a oar kizellañ frazennoù gant gerioù diuzet, un heson barzhoniel dezho. Ur skrid fromus ha frealzus eo o lakaat splann war-wel kizidigezh kalon ar skrivagner hag e zoujañs d'e nesañ.
Goude bezañ tremenet dibreder bloavezhioù yaouankiz war ar maez e teuy blaz ar c'hwerv d'en em silañ e planedenn Gwenole, tudenn ar romant. Graet freuz-stal gant e dud ha seziz war o atant e vint holl rediet da vont da vevañ e kêr, ur bed nevez ha dianav dezho. N'eo ket Gwenole paotr ar skol ; neuze ez aio-eñ da zarbarer gant Marsou, un toer diouzh e vicher ha mignon d'e dud. Hennezh o ren ur vuhez a seblant bezañ didrabas gant ma seller ouzh he diavaezioù hepken. Ur sell paret war ur bed kriz ha tener, e tezrevell an oberour deomp trubuilhoù ha prantadoù eurvad a ya d'ober planedenn Yann Toer, ha se gant un doare skrivañ simpl hag efedus. Ur gwir lennegezh eo romant Riwal Huon hag ur skouer deus an dibab d'an neb a vez douget d'ar skrivañ, pe tik gant al lenn.
Ul levr aes ha plijus da lenn eo "Ar marc'h glas" o kas al lenner da heul Gwenole hag e donkadur.