Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Eilvet gouel broadel ar brezhoneg e Kawan, plijadur a vo adarre !
Brav ar programm, youl an aozerien, mennozhioù e-leizh ! Deuit niverus da Gawan !
Par Fanny Chauffin pour ABP le 20/04/11 10:37

Kroget e Speied e-lec'h ma oa bet moulet moneiz Breizh gant bilhedoù brav, tresadennoù an dugez Anna pe Bastian ar Balp, Gouel broadel ar brezhoneg a zo bet adkrouet gant skipailh lañsus Kawan er bloaz paseet. Saloñs al levrioù, fest-deiz/fest-noz e sal ar gouelioù, abadennoù diehan dindan an deltenn vras, abadennoù en iliz hag abadennoù c'hoazh e "kabaret Kawan", kantin ar vugale treuzfeurmet evit ar gouel.

Petra nevez er bloaz mañ ? Abadenn Plougoñ c'hoariet gant kelc'h Kêr Is, eus Douarnenez, kentañ krogad c'hoariva war ar prim, strolladoù nevez, koubladoù akordeoñs/kan, kanerien kan ha diskan, ar re a vo trec'h en Taol Lañs ...

Ha dreist-holl, ul lec'h gant tud o komz brezhoneg diehan, gant ar vugale, gant ar re gozh, war al leurenn, ... e pep lec'h. Kêrbenn ar brezhoneg e vo Kawan evit an eil gwech.

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

Cet article a fait l'objet de 1026 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons