KEMENNADENN
Pariz - Anavezet eo bet dre embannadur war Gazetenn Ofisiel Republik Frañs, personelezh-hervez-al-lezenn Bretoned Sant-Gwilherm, strollad ar vreizhiz e SciencesPo, d'an 8 a-viz Genver tremenet, en un doare ofisiel, goude trubuilhoù gant ar Prefeti Polis.
Kavout a rae d'ar strollad e oa direizh e vefe dibosupl d'ar Prefeti degemer ar statudoù divyezhek, gant ma 'z eo liested yezhoniel pobl Bro C'Hall perzh eus ar glad.
War alioù tud a-vicher (Kuzulierien-Stad hag ar Prokulor-dileuriet en o zouez), en deus ar strollad difennet ar poent-mañ dirak Prefed Polis Pariz : asantet eo bet da Bretoned Sant-Gwilherm ar gwir da embann he statudoù e brezhoneg hag e galleg. An diviz da anavezhout ur gevrat divyezhek a zo un araokadenn pouezus evit gwirioù brezhonegerien Bro-C'Hall. Posubl e vo bremañ d'ar Strollad kemer ur perzh oberiant e rouedad kevredigezhel he Skol.
C'Hoant a zo gant ar gevredigezh da reiñ, d'an hini a c'houlenno, istor an darvoudoù gant dileuriad ar Stad, c'hoarvezet evit anavezidigezh Bretoned Sant-Gwilherm.
Kevredigezh Bretoned Sant-Gwilherm a drugareka an holl-re o deus sikouret pe aliet anezhi e-pad an tri miz hir ha doanius-mañ, ha dreist-holl e-maez mogerioù SciencesPo.
Pariz,
D'ar gwener 14 a-viz Genver 2011,
Burev Bretoned Sant-Gwilherm,
Guillaume Auffret, Tugdual Le Lay, Meven Barillot, Jérôme Abbassene, François Charlottin.
bretons.sciencespo [at] gmail.com
Bretoned Sant-Gwilherm
Institut d'études politiques de Paris
27 rue Saint Guillaume
75 007 Paris.