Daoust d'ar c'homzoù flour ha d'ar raktres politikerez yezh evit Breizh bet votet a-unvouezh gant kuzulerien ar rannvro velestradurel d'ar 17 a viz du 2004 e tiskouez splann stad mantrus Div Yezh e Pen ar Bed ne vo dazont ebet evit ar brezhoneg keit ma vo fiziet dazont hor yezh e servijoù ar Stad c'hall.
Da betra e servij ober bruderezh evit hor yezh, stourm e-pad bloavezhioù da zigeriñ skolioù divyezhiek, stourm gant ma vo doujet ouzh ar lezennoù , pa vez nullet ha distrujet gant servijourien ar Stad c'hall ar pezh zo bet savet a-baoe tregont bloaz. Poent eo d'an aotrouien Le Drian ha Tommin embann sklaer pegen tomm int ouzh ar brezhoneg!
Yezhioù Breizh 'zo afer ar Vretoned . Ya, poent eo distagañ hor c'harr deus Paris!
Yezhioù Breizh a ranko dont da vezañ afer ar rannvro.
Holl a-Unan a embann sklaer mont da vanifestiñ d'an 23 a viz Meurz e Kemper gant ma vo dalc'het gant ar Stad c'hall d'ar ger he deus roet en emglev stag ouzh ar gevrat-steuñv evit ar c'helenn divyezhek
Evit Holl a-Unan,
Jeanne Leboulleux-Léonardi
jeanne.leboulleux-leonardi [at] wanadoo.fr