Evel bep bloaz e tougo ar gevredigezh Bemdez bri d'ar miliadoù a dud bet reuziet gant ar "Brezel Bras" (1914-18).
Lakaet eo da bal dezhi kas sevenadur Breizh war-raok ha lakaat da anat reizhwir e ziorren.
Diouzh le ar stourmerien gozh deuet ag an talbenn e vo e doare ul lid hep lu, dilifre ha diarm a-benn lidañ ar peoc'h.
Lakaet eo bet an emgav d'ar Meurzh 11 a viz Du da 11 e 30, da-heul al "lidadegoù kefridiel", war dreuzoù uhelenn ar Waremm, diwar-zu straed Sant-Tropetz (e-tal Kuzul an Departamant) e Gwened.
Digor d'an holl eo.
Evit Bemdez, Bertrand Deléon.