Aozet gant NPK hag ur vandennad mignoned ha mignonezed, eo ar fest-noz-mañ ur burzhud : arc'hant ebet dispignet evit ar ganerien, 27 den war al leurenn, benveg sonerezh ebet 'met ar vouezh...
Kanerien Bubri, Peron-Colomer, Penseg tad ha mab, Penseg-Billon, Silvi-Rozenn, Loeiz-Noel, ....
13 kanerez ha 14 kaner etre nav eur noz hag un eur vintin, o tañsal gant ar mikro pe b'an dañs, bugale Diwan Kemperle o tigeriñ ar fest-noz, peadra evit lakaat ar brezhoneg da vout klevet, dañset, desket...