Ar skrivagner pouezusañ hag e-touesk ar re founnusañ eus al lennegezh katalonek eo Manuel de Pedrolo (1918 – 1990). Desavet e oa bet en ur gêriadenn hag a vez graet L'Aranyó anezhi, ur c'hant kilometr bennak diouzh Barselona en diabarzhvro. E familh a oa a orin jentil ha catalanista. E-touez ar c'hant levr bennak bet skrivet gantañ e kaver oberennoù skiant-faltazi, barzhoniezh, prederouriezh, c'hoariva, romantoù-polis… Digor e tiskoueze bezañ da holl dachennoù al lennegezh hag an deskamant. Evezhiek e oa ivez ouzh buhez e vro hag ar bed a-bezh.
E 1974 eo bet skrivet Mekanoskrid an Eil Orin, oberenn vrudetañ Manuel de Pedrolo hag al levr moullet ar muiañ e kataloneg. Kontañ a ra ar romant istor ur c'houblad krennarded, Alba ha Dídac, chomet bev goude an Apokalips en deus diouennet an Denelezh. Dibab a reont saveteiñ roudoù ar sevenadur-bet hag adpoblañ an Douar.
Evit an dud deuet hag ar grennarded.
166 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;
14 ¤
ISBN : 978-2-9525135-7-9
Skignet gant :
Kuzul ar Brezhoneg
14 straed Louzaouenn an Hañv
(rue du Muguet)
22300 Lannuon — Breizh
[33+] (0)2 96 48 03 00
kab [at] brezhoneg.org - www.brezhoneg.org