Pierrick MASSIOT en deus kemennet e oa fachet bras dre ur gemennadenn d'ar gazetennerien kaset d'an 19 a viz Meurzh « un oberenn hep diazez… » (« gweladenn » Ai'ta d'ar sadorn 15 a viz Meurzh er savadur rannvro e Roazhon) en ur lâret n'en doa ket gortozet Ai'ta evit gervel ar gouarnamant hag ar c'hentañ ministr diwar dazont hor yezh.
AZE N'EMAÑ KET AN DALC'H. Daoust pegen plijet omp e lak ar rannvro da sevel he mouezh a-drugarez intrudu Lena LOUARN, bezprezidantez karget eus yezhoù Breizh, e selle diouzh un dra hepken hon oberenn ziwezhañ : UR CHADENN DELE BUBLIK DIVVYEZHEK EVIT BREIZH.
FRANCE TELEVIONS en deus kinniget d'ar rannvro ur rak-raktres dibenn miz Kerzu 2012 a-benn krouiñ ur chadenn dele rannvro, war patrom Via stella e Korsika, a vefe skignet ivez el Liger-Atlantel.
Ar respont nemetañ savet get ar rannvro, e-barzh an teuliad a vo votet gant ar guzulierion rannvro d'an 21 a viz Meurzh « pennad Nn 9 evit diorren ar c'hleweled e Breizh » zo : gortoz pell, gortoz gwell !!!! «A-raok dibenn ar bloavezh eo dav divizout donaat, gant an aktourien o doa kemeret perzh er preder-mañ, bevennoù an dañvez taol-arnod : peseurt patrom ekonomikel, dafar, budjet, gouarnerezh a c'hellfe bout termenet…
O C'HOULENN GROÑS UR CHADENN DELE PUBLIK DIVYEZHEK EVIT BREIZH DIOUZHTU, respont d'un doare pozitivel d'ar c'hinnig bet savet gant France TELEVIONS ha kas ar studiadennnoù a-benn sevel ur seurt chadenn. Poent eo paouez gant bodadoù prederiañ, dañvez digarez evit ober netra…
O soñjal emañ ar rannvro sevel klemm a-enep Ai'ta.
Respont a reomp : "Kat oc'h da sevel klemm a-enep ar brezhoneg evel an divizoù nevez savet gant ar gouarnamant Bro-C'hall ! (karta ar yezhoù minorel nac'het, lezenn evit addiazezadur ar skol hep derc'hel kont eus ar yezhoù minorel, levrig familh divyezhek Karaez er-maez lezenn …)"