Dalc'het e vo kentañ emvod Ai'ta ! Treger digwener, da 7 eur 30 noz, e Ti ar Vro en Kawan.
War ar stern :
- bilañs buan ha buan deus troiad Nedeleg ;
- prientiñ an oberenn da zont en Treger ;
- an oberennoù da zont e lec'h all e Breizh ;
- adaozañ ar strollad ha goulennoù all.
Evel kustum eo digor emvodoù Ai'ta ! (evel an oberennoù) da gement hini a fell dezhañ kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. Arabat bezañ spontet eta !