Katell ha Fred : kanaouennoù liesyezhek evit ar re vras hag ar re vunud
Boaz eo ar c'houblad da ganañ e pep lec'h e menezioù Are hag e lec'h all ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 1/11/11 12:52
Kanaouennoù e brezhoneg, kembraeg, galleg. Bugale o kanañ hag o tañsal ganti. Kalzig a donioù a zeu eus bro Kemperle : jimnaska gant rimadelloù dastumet er vro, dansoù bro Gwened, istorioù laboused (al laouenanig, a-benn dilun me yay d'ar foar ...) ha kanaouennoù sonet alies gant mamm Katell, Brigitte Kloareg, kanaouennoù da ziskanañ.
Un abadenn dispar a lak ar vugale, ar re vihan, ar re vras, hag ar gerent da ganañ asambles.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....