FIL : leurenn Vreizh 10082021

Réalisation : Web TV ar festival – 1755 vues

Bemdez e vez gwelet c'hwec'h abadenn war al leurenn Vreizh : teir goude merenn ha teir goude 8e noz. Sonerezh fest-noz a zo, met traoù da selaou ivez, gant ur bern sonerien a gomz brezhoneg, evit plijadur an holl

Bemdez e vez gwelet c'hwec'h abadenn war al leurenn Vreizh : teir goude merenn ha a teir goude 8e noz.

Dibab Thierry Moisson, MC Kae Breizh eo, setu perak e vez kalzig a sonerien akordeoñs, nebeut a draoù (kazi netra) evit ar vugale, daoust d'ar strolladoù a zo. Rock ivez gant Dom Duff, kembraeg gant Fram May, sonerezh hengounel kanet gant Ivarh, gant kanerezed ha kanerien dispar, o tont eus Kreiz Breizh Akademi evit lod (Elsa, Loeiza, Youenn, Jañlug, ...).

Danserien a zo e leizh bemnoz, dipitet un tamm pa vez tekno Noon oc'h erlec'hiañ pachpi ha kost ar c'hoad. Barzhoniezh Kris Menn a zo brav ivez. Sonerien biniou bombard a zo, met gant sonerien all evel gant Janvier /Serot hag ar groove, kouevr a vez kavet ivez gant Wibidoup tro dro d'ar soner boest an diaoul Regis Huiban hag ar c'haner/soner treujenn gaol ha sakso Gweltaz ar Vuhé.

Trugarekaet e vez bemnoz an arvesterien gant ar sonerien : "Trugarez da vout deuet, vat a ra gwelout kement a dud o tañsal, n'omp ket marv, c'hwi kennebeut, mersi, mersi bras deoc'h !!!"

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....