Forzhik goulennoù a vez savet ouzhomp diwarbenn ar modulennoù emstummañ kinniget war savenn Edubreizh (voir le site)
Kavet e vez ar modulennoù-se er c'hentelioù a c'hell nep deskard heuliañ diouzh e lusk. Gallout a ra adsellet outo kement en do c'hoant, ma n' en deus ket intentet mat un dra bennak pe tra-ken evit adwelet traoù ' zo...
E pep kentel e kaver 5 pe 6 modulenn disheñvel, a denn pe eus yezhadur, eus geriaouegoù petraomant c'hoazh, eus doareoù-eskemm.
Hervez diaester an danvez studiet e pad pep modulenn etre 5 ha 15 minutenn d'ar muiañ. Gallout a reer o studiañ en un doare distag, pezh a ro ur frankiz bras evit aozañ an deskiñ. E dibenn anezho avat, e kaver bep taol amprouennoù bihan da bep hini gallout gwiriañ ar pezh en deus desket ha penaos ez a war-raok.
Sed e kinnigomp deoc'h dizoleiñ adalek hiriv div vodulenn :
Unan a denn eus yezhadur (a gaver er gentel 6) (voir le site)
Hag eben da zeskiñ al livioù. (a gaver er gentel 10) (voir le site)
Adkavit modulennoù all war Edubreizh (voir le site)