Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Ne vimp ket diheñchet !
Kavout a ra d’ar gevredigezh sevenadurel Bemdez ne vo ket doujet da engouestloù Kuzul Departamant ar Mor-Bihan evit ar banellerezh vrezhonek a zo bet divizet a-benn lakaat termen d’ar panelloù-hent mastaret gant Stourm Ar Brezhoneg (SAB). N’eus ket keit-se e kemenne SAB, dre
Par Bertrand Deléon pour Bemdez le 6/03/05 20:43

Kavout a ra d’ar gevredigezh sevenadurel Bemdez ne vo ket doujet da engouestloù Kuzul Departamant ar Mor-Bihan evit ar banellerezh vrezhonek a zo bet divizet a-benn lakaat termen d’ar panelloù-hent mastaret gant Stourm Ar Brezhoneg (SAB). N’eus ket keit-se e kemenne SAB, dre e vouezh-aotreet, e lakje penn d’an oberoù duañ panelloù unyezhek gallek. Izili hor c’hevredigezh, bet bodet nevez zo gant ar pal da wiriañ mard dafe ar brezhoneg war anavezout e Bro Wened, a soñj dezho n’int ket ken asur o deus youl splann an dileuridi er Mor-Bihan hag ar re eus Kuzul an Departamant-se end-eeun da lakaat ur gwir bolitikerezh yezh da dalvezout. Evit gwir, e kement lec’h mar deus bet duet pe dismantret panelloù-heñchañ e verzont ez eus panelloù nevez en o flas (s.o. al luc’hskeudenn kevret deiziadet an 2 a viz Meurzh 2005). Diwar neuze ne vo ket lakaet breud war atebegezh Kuzul an Departamant-mañ dre hirbad ar panelloù-se paneveken evit heuliañ penaos brezhonekaat anezho. Ha ret eo e vefe stourmadoù-livañ all evit strafuilhañ an dilennidi a-benn ma vo brezhoneg war an hentoù hag er frammoù foran ? Ken anat eo o disoc’h ! D’ar Sadorn 5 a viz Meurzh eo bet isprefed Gwengamp, Eddie Bouttera, o reiñ dimp da c’houzout war ur chadenn skinwel foran penaos lakaat hor yezh da vezañ degemeret gant ar pennadurezhioù evelkent. Fougeal a rae e ranke prefeti Aodoù an Arvor degemer ar saozneg o c’hoprañ saoznegerion dre ma n’eus ken nemet ar yezh-se anavezet mat gant annezidi a-ziavaez-bro. Gwiriekaomp e gomzoù oc’h ober gant ar brezhoneg er melestradur.

Evit Bemdez, Bertrand Deléon.

Kevredigezh / Association BEMDEZ Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie 56 000 GWENED / VANNES – 06 11 51 43 15 (voir le site) le la les un de a au des une

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons