Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
14vet Radiothon get Radio Bro Gwened.
Adal ar Gwener 24 betag ar Sul 26 a viz Gouel-Mikel e vo an darvoud e Pondi e ti RBG mes iwez àr ar gwagennoù. Ouzhpenn tregont vlez eo Radio Bro
Yaelle Le Mouel Par Radio Bro Gwened le 16/10/14 13:33

Adal ar Gwener 24 betag ar Sul 26 a viz Gouel-Mikel e vo an darvoud e Pondi e ti RBG mes iwez àr ar gwagennoù.

Ouzhpenn tregont vlez eo Radio Bro Gwened hiziv an deiz. Savet e oa bet pa oa bet lakaet frank ar gwagennoù radio get François Mitterand. Ar memes palioù zo dezhi hiziv an deiz, da lâret eo reiñ da c'houiet doereioù ar c'hornad en ur reiñ ar gaoz da razh an dud. Kement e brezhoneg hag e galleg. Ur radio kevredigezhel eo hag afer he deus bout sekouret.

Programm an dibenn-sihun Radiothon.

Krog a ray an traoù d'ar Gwener adal 5eur d'enderv. Abadennoù ispisial a vo àr-eeun betag ar Sul da greisteiz.

D'ar Sadorn e vo ur fest-noz, adal 9eur da noz e Palez ar C'hendalc'hoù e Pondi get IMG, Eien, YêhLusk, Lotout/Péran ha Cadoret/Guilloux. Skignet e vo an nozwezh-se àr ar gwagennoù iwez.

Radio Bro Gwened da selaou àr ar gwagennoù :

94,8 : Gwened / 101,7 : Kreiznoz Bro Gwened / 97,3 : An Oriant / 92,6 : Pondi.

Ha dre ar rouedad : www.radio-bro-gwened.com

Facebook : RadioBroGwenedOfisiel

Voir aussi :
Ur radio kevredigezhel eo Radio Bro Gwened, savet tregont vlez 'zo. Skignet e vez abadennoù e brezhoneg hag e galleg. RBG àr ar gwagennoù : 94,8 : Gwened / 101,7 : Kreiznoz Bro Gwened / 97,3 : An Oriant / 92,6 : Pondi. www.radio-bro-gwened.com
Gwelout pennadoù all Radio Bro Gwened
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons