Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Pierre Morvan  prezidant ar gouel ha Lena Louarn  prezidantez Ofis ar Brezhoneg  o kensinañ an emglev Ya d'ar brezhoneg.
Pierre Morvan prezidant ar gouel ha Lena Louarn prezidantez Ofis ar Brezhoneg o kensinañ an emglev Ya d'ar brezhoneg.
- Communiqué de presse -
Sinadur an emglev Ya d'ar brezhoneg gant Gouel Kan ar Vartoloded e Pempoull.
Da-geñver an 8vet gwezh ma vo aozet ar gouel-mañ plijadurus ha digor war ar bed ez eus bet divizet gant ar re e penn brudañ o oberoù a-du gant ar brezhoneg. Ar 1.200 den a youl vat hag ar 120 000 gweladenner a vo lakaet da zizoleiñ sonerezh Afrika er bloaz-mañ
Visant Roue Par Office de la Langue Bretonne le 26/07/07 11:50

Da-geñver an 8vet gwezh ma vo aozet ar gouel-mañ plijadurus ha digor war ar bed ez eus bet divizet gant ar re e penn brudañ o oberoù a-du gant ar brezhoneg.

Ar 1.200 den a youl vat hag ar 120.000 gweladenner a vo lakaet da zizoleiñ sonerezh Afrika er bloaz-mañ met, war un dro, e vo degaset da soñj pep hini plas ar brezhoneg er vro-mañ pa oa yezh ar vartoloded o lestrañ da vont da Island pe da Vaouritania.

Dirak an Ao. Morvan eta, prezidant ar Gouel hag an It. Lena Louarn, pezidantez Ofis ar Brezhoneg eo bet sinet ez-ofisiel an emglev Ya d'ar Brezhoneg e skol Sant Josef Pempoull, deuet da vezañ pennkarter ar gouel er mare m'emañ ar gouel o tostaat.

Ul labour a-feson zo bet kaset da benn c'hoazh gant ar gevredigezh evit lakaat ar brezhoneg war wel a-hed ar festival : panellerezh ar gouel a vo divyezhek penn-da-benn hag al lec'hienn genrouedad en he fezh zo bet troet e brezhoneg ( (voir le site) : ul labour eus ar c'hentañ hag ul labour skouer evit kevredigezhioù hag aozadurioù a-bep seurt. Mod-all kement tra embannet er mikro a vo distaget e galleg hag e brezhoneg e-pad an tri devezh. En tu-hont da se en deus embannet Pierre Morvan en e brezegenn e vefe laouen o terc'hel da ziorren ar brezhoneg er gouel goude ar sinadur-mañ, er c'hehentiñ da skouer.

Dre ma vo implijet ar brezhoneg en un doare sistematek e-pad gouelioù Karaez, an Oriant ha Pempoull, lec'hioù emgav liessevenadurel, lec'hioù eskemm ha brudañ hor glad sonet ha kanet, e c'hellomp soñjal e vo brav dazont hor yezh pa adkav bremañ he flas e-kreiz herêzhioù dibar all.

le la les un de a au des une

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons