Dre ar mediaoù eo bet dizoloet anv nevez ar vag a raio liamm etre An Oriant hag Enez Groe dindan livioù kompagnunezh Océane (Veolia) : eus an « île de Groix » zo kaoz, kemer a raio lec'h ar « Kreiz er Mor ».
Dibabet eo bet an anv-mañ dre Kuzul departamant ar Mor-bihan da c'houde un neuz a guzuliadenn.
Ne c'heller nemet rebech an dibab-mañ o tilezel ar brezhoneg hag pinvidigezhioù Enez Groe da geñver al lec'hanvadurezh, ar yezh hag al lennegezh. Pa vez darn vrasañ ar c'hompagnunezhoù o strivañ peurliesañ evit dibab anvioù ho bigi e brezhoneg, ar c'hentañ lestr dindan livioù Veolia na lakao ket war well pinvidigezh sevenadurel ha yezhel bro An Oriant. .
Ur fazi eo a-berzh ar c'huzul-departamant, o fougeal, war ar marc'had, diwar-benn ho harp da luskañ ar brezhoneg. Ret e vefe bet d'ar c'huzul-departamant rediañ plas ar brezhoneg e-barzh ar c'hahier-kefridi sujet d'ar c'hompagnunezh Océane.
Evezhiadenn all : e-pad bloavezhioù eo bet gwelet ar Gwenn-ha-du o plavañ war ti-gar-mor An Oriant : n'eo ket gwir ken abaoe mizvezhioù... evit peseurt abeg(où) ?
Evit MVPL, Kilian Gastinger