Da-geñver an 8vet gwezh ma vo aozet ar gouel-mañ plijadurus ha digor war ar bed ez eus bet divizet gant ar re e penn brudañ o oberoù a-du gant ar brezhoneg.
Ar 1.200 den a youl vat hag ar 120.000 gweladenner a vo lakaet da zizoleiñ sonerezh Afrika er bloaz-mañ met, war un dro, e vo degaset da soñj pep hini plas ar brezhoneg er vro-mañ pa oa yezh ar vartoloded o lestrañ da vont da Island pe da Vaouritania.
Dirak an Ao. Morvan eta, prezidant ar Gouel hag an It. Lena Louarn, pezidantez Ofis ar Brezhoneg eo bet sinet ez-ofisiel an emglev Ya d'ar Brezhoneg e skol Sant Josef Pempoull, deuet da vezañ pennkarter ar gouel er mare m'emañ ar gouel o tostaat.
Ul labour a-feson zo bet kaset da benn c'hoazh gant ar gevredigezh evit lakaat ar brezhoneg war wel a-hed ar festival : panellerezh ar gouel a vo divyezhek penn-da-benn hag al lec'hienn genrouedad en he fezh zo bet troet e brezhoneg ( (voir le site) : ul labour eus ar c'hentañ hag ul labour skouer evit kevredigezhioù hag aozadurioù a-bep seurt. Mod-all kement tra embannet er mikro a vo distaget e galleg hag e brezhoneg e-pad an tri devezh. En tu-hont da se en deus embannet Pierre Morvan en e brezegenn e vefe laouen o terc'hel da ziorren ar brezhoneg er gouel goude ar sinadur-mañ, er c'hehentiñ da skouer.
Dre ma vo implijet ar brezhoneg en un doare sistematek e-pad gouelioù Karaez, an Oriant ha Pempoull, lec'hioù emgav liessevenadurel, lec'hioù eskemm ha brudañ hor glad sonet ha kanet, e c'hellomp soñjal e vo brav dazont hor yezh pa adkav bremañ he flas e-kreiz herêzhioù dibar all.
le la les un de a au des une