Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Annonce -
Hon hendadoù kozh ar C'halianed ?
Skeudenn ar C'halianed 'zo politikel-tre a-c'houde pell-pell 'zo... Ha lakaat eo bet 'ba pennoù an dud ur bochad skeudennoù faos a-hed an istor !
Par Florent Grouin pour BREZHOWEB le 15/06/23 15:38
Ar C'halianed / Les Gaulois - An Istor Livet : Graet 'vez o stal d'ur bochad klichedoù a-zivout ar C'halianed 'ba 'r rann an Istor Livet-mañ !
Réalisation : Brezhoweb (471 vues)
57938_1.png
A orin ur bochad klichedoù e adkaver Julius Kaezar gant ar pezh en doa skrivet 'ba e levr "Brezel Galia" !

Ar C’halianed a veve ‘ba loñjoù bihan e-kreiz ur c’hoad, blev ha mourroù hir a oa dezhe hag e veze debret moc’h gouez a-hed an amzer…

Ur bochad soñjoù faos ‘zo ba penn an dud, hag e gwirionez e oent ar C’halianed pell eus ar skeudennoù-se.

Orin ar c’hlichedoù-se ‘zo politik, bet savet da gantañ-penn gant Julius Kaezar pe c’hoazh gant Napoleon III evit krouiñ ar vojenn “ Hon hendadoù kozh ar C’halianed ”.

Adkavit raksoñjoù all dre amañ !

Voir aussi sur le même sujet : Histoire, breton, langue bretonne
1  0  
logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Vos 5 commentaires
Yann L Le Jeudi 15 juin 2023 15:53
An "Istor livet" a zo ivez "an istor desket gant plijadur".
(0) 
Naon-e-dad Le Samedi 24 juin 2023 08:04
Pegen brav emañ livioù an istor gant skipailh BwB :-).
.
E Gwenedeg a-galite..war ar marc'had. Eürusamant, evit ar paour-kaezh paotred eveldon a zo o tivskouarn boazet da glevet bzg mod-standard kentoc'h, e c'heller kavout sikour an istitloù (galleg pe brezhoneg mod KLT). Rak-se, ur gwir a blijadur eo!.
.
Mersi braz deoc'h evit al labour-se. Dedennus-kenañ. Frouez a vo en dazont a-dra-sur, evit hon bugale ha skolaerien, tamm-ha-tamm... Kendalc'hit....
(0) 
De Kolaz à Naon-e-dadLe Mardi 27 juin 2023 16:03
Trugarez vras deoc'h ! Gwir eo n'eo ket aes berped ar gwenedeg evit ar re n'int ket kustumet ha setu perak hon eus choazet lakaat istitloù mod-se, evit sikouriñ ha bout komprenet get muioc'h a dud ! :)
(0)
Erwan Le Henanff Le Samedi 24 juin 2023 16:02
Pegen plijus eo an abadenn-mañ, modern, farsus ha sirius war ar memes tro ! Gourc'hemennoù da Vrezhoweb, kinnigit muioc'h a rannoù ma-plij, ma bugale zo sot gant An Istor livet, memes ma ne gomprenont ket pep tra gant ar gwenedeg :)
Trugarez evit an istitloù e brezhoneg, mod-se e c'hellomp en em voaziañ tamm-ha-tamm d'ar pouez-mouezhioù disheñvel, un dra vat eo !
(0) 
De Kolaz à Erwan Le HenanffLe Mardi 27 juin 2023 15:59
Trugarez vras deoc'h evit ho kemennadenn ! Chom a ra teir rann c'hoazh hag e klaskimp gober un eil koulzad mard eo posubl !
(0)
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons