Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h trede rann an abadenn nevez " Ar Brezhoneg a gan", evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.
Pouezus eo al liammadurioù e brezhoneg, ha diwallit diouzh ar skritur, un toull-trap a c'hall bezañ ivez : "Pemp biz", "Hent bras", "Mat eo"...
An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Siberil, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.
Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn Brezhoweb, war You Tube https://www.youtube.com/watch?v=ufpCrpu-qi4&list=PLJCV2EXfMT8ti4hAhHdeUhKK-hXzeoA4k&index=4 ha war Facebook.
Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant "Ar brezhoneg a gan" e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !