Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h eil rann an abadenn nevez " Ar Brezhoneg a gan", evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.
"Pa" a seblant bezañ ur gerig dister, hag evit afer-se eo ur ger important e brezhoneg. An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Sibéril, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.
Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn Brezhoweb, war You Tube https://www.youtube.com/watch?v=yoGFXDVcUlA ha war Facebook.
Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant "Ar brezhoneg a gan" e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !