Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Iliz-Veur Kastell-Paol ha chouanted o vrezeliñ
Iliz-Veur Kastell-Paol ha chouanted o vrezeliñ
- Agenda -
War roudoù emgann Kergidu
War roudoù emgann Kergidu D’ar Sadorn 24 a viz Meurzh 2018 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder (lusket gant Rafael Urien)
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 18/03/18 16:48

War roudoù emgann Kergidu

D’ar Sadorn 24 a viz Meurzh 2018 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder (lusket gant Rafael Urien)

E miz Meurzh 1793 e save poblañs Gorre Leon, renet gant Klaod Gabriel a Gerbalaneg, a-enep d’ar republikaned c’hall, ar jeneral Canclaux pergen en o fenn. Goude kabaduilh Kastell-Paol ar Meurzh 19 ez a an emsavidi d’en em aozañ e Plougouloum. War-nes int d’ober o stal d’ar republikaned c’hall deuet war o lerc’h e-kichen pont Kergidu, pa’z eo ar C’hallaoued saveteet a-benn ar fin gant o c’henseurted o tegouezhout eus Lesneven, d’ar Sul 24.

Kreñv eo chomet koun an emgann e-touez Leoniz, ken ma skrivas Lan Inizan tri c’hard kantved goude an darvoudoù un danevell anezho. Daoust d’ar pezh a greder alies, n’eo ket oberenn Lan Inizan lennegezh hepken. Ur vammenn Istor eo ivez, da geñveriañ gant dielloù all.

Erbediñ a reomp deoc’h, a-raok dont, lenn :

-Lan INIZAN, Emgann Kergidu (embannadurioù Al Liamm), Levrenn I, Pennadoù 13 (darvoudoù Kastell-Paol) ha 14 (emgann Kergidu) ; Levrenn II, Pennad 17 (goude an emgann, repu e koadoù Kermengi)

-Rafael Urien, "Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d’an Istor", Aber 22 (Goañv 2005), p.514-556

Aozadur an devezh :

-2e30 goude merenn : displegadenn war ar c’henarroud Istor, e tavarn ar "Parvis", Kastell-Paol (e-kichen an Iliz-Veur

-war-dro 3e : loc’hañ eus Kastell-Paol gant kirri-tan war-zu Plougouloum ha Kergidu, gant arsavioù war an hent ha displegadennoù war al lec’hioù

-degouezhet e pont Kergidu : kerzhadeg gant displegadennoù war lec’hioù an emgann, ha goude war-zu Trelaouenan ha koadoù Kermengi (Kleder)

-evit ar re a blij dezho : pred (gant displegadennoù) e milin Kergidu (gallout a reer mirout : preti "Le Moulin de Kergidu", 02 98 79 35 44, moulindekerguiduff [at] gmail.com ; komz galleg ouzh tud an davarn)

Ma n’oc’h eus ket a garr-tan, pe na fell ket deoc’h mont betek Kastell-Paol gant hoc’h hini, e c’hallit bepred goulenn diganeomp hag-eñ e vefe tud prest da genweturiñ ganeoc’h. Trugarez neuze da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont gant pe hep karr-tan

Aozet gant ar Gevredigezh vrezhon ; titouroù : kevredigezhvrezhon [at] yahoo.ie

Voir aussi sur le même sujet : Kadedi Istor, Breizh, brezhoneg, kergidu, emgann
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons