Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Kevre Breizh skoazh ouzh skoazh gant Bodadeg ar Gouren
Kevre Breizh, kenurzhierezh sevenadurel ar vro, a vod kevredadoù ha kevredigezhioù Breizh enno ouzhpenn 50 000 ezel war bep tachenn, a embann hep termal e skoazell da vBodadeg ar Gouren
Tangi Louarn Par Kevre Breizh le 10/12/09 7:09

Kevre Breizh, kenurzhierezh sevenadurel ar vro, a vod kevredadoù ha kevredigezhioù Breizh enno ouzhpenn 50.000 ezel war bep tachenn, a embann hep termal e skoazell da vBodadeg ar Gouren a zo bet kaset dirak lez-varn Brest dilun a zeu, gant ur gevredigezh parizian a zifenn al loened, dindan digarez ma vez roet ur maout bev d'an hini zo trec'h en tournamantoù bras. Ne oar ket kalz a dra, moarvat, ar gevredigezh-se diwar-benn ar Gouren. Ar Vretoned, int, a oar mat ez eo ar "Maout" arouez ar gourener, ha ne vez ket gwallgaset al loen, met enoret ha graet mat war e dro gant ar gourenerien a laka an enor sportel hag an doujañs evit ar re all e penn araok o sport. Ar pezh zo gwir evit an eneber a zo ken gwir all evit al loen en degouezh-mañ.

Sabatuet e vefe Kevre Breizh ma teufe un treuzkompren hag un implij a-dreuzh eus lezennoù al labour-douar da lakaat e kont ur boaz hag un hengoun a zoujañs evit an den hag al loen, pa vez kemend-all d'ober dre ar bed evit difenn talvoudoù mat ha reizh.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1024 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons