Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Présentation de livre -
AR SKRILH A LAVARAS SUT !
AR SKRILH A LAVARAS SUT ! (ha hi seven c'hoazh) barzhonegoù gant Yann-Varc'h Thorel mellivadurioù gant Maël Vérot "Ur mignon 'm eus e Beijing. Bihan-tre eo e
Par Erwan ar Menn pour Éditions Aber le 14/10/15 10:03

AR SKRILH A LAVARAS SUT !

(ha hi seven c'hoazh)

barzhonegoù gant Yann-Varc'h Thorel

mellivadurioù gant Maël Vérot

"Ur mignon 'm eus e Beijing. Bihan-tre eo e di. Tri

fezh zo ennañ. Bihan eo an daou bezh sko ouzh an

hanternoz hag ouzh ar c'hreisteiz. Ken bihan all eo ar

pezh kreiz. Ennañ avat e vev skrilhed. Poazhañ a ra riz da alej dezho e pladoù porselen-Sina. Ha dour e skudelloù porselen ken bras hag ivin ho piz-bihan, livet warno bleunioù ha geotennoù... P'o devez debret hag evet o gwalc'h e kanont a-heligentañ.

Amañ e Breizh e werzher er stalioù skrilhed a vagadoù d'ober boued d'an naeron ha da amprevaned al

Hiraezh a vag skrilh va c'halon da di bihan va mignon."

Da adkavo ar skrilh vihan levenez he annez kent e bed hud ar barzh hag al livour, ennañ tro-ha-tro fent ha from, krizder a-wechoù, dudi ha barzhoniezh bepred !

Priz : 12¤ ISBN : 978-2-916845-30-2

Aber a gemero perzh evel boaz e Saloñs al Levrioù e Karaez dan 24-25 Here.

An aozourion a vo war ar stand evit sinañ o oberoù.

Aber a zo ur gelaouenn lennegel e brezhoneg. Berrskridoù ar pennadoù-skrid a zo e saozneg. Un ti embann eo ivez Aber hag embann a ra oberennoù e brezhoneg. Voir le site
[ Gwelout pennadoù all Éditions Aber]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons