Gouel al levrioù Gwened : diskouezadeg Florence Arthaud, 50 skrivagner ha 1256 bugel ha krennard degemeret
En o zouez daou strollad a zo deuet da zizoleiñ e brezhoneg Avanturioù Gondolo ha bed an haiku. Setu un nebeut haiku skrivet hiziv gant skolidi CP/CE2 skol Diwan Gwened :
Ur fest en ti
avel dirollet hiziv
laouen on.
Glav, taolioù kurun
a-dreñv ar prenestr
laouen on.
Ar vugale o c'hoari
gant ur vag pellurzhiet
hag an avel dous.
War ur vag
heol ha plijadur
met teñval an oabl.
Avel greñv
an disheolier o nijal
n'eo ket grevus.
Glogorennoù
e ran war ar menez
gant an avel dous.
An avel dous
o c'hwezhañ war ma kroc'hen
ha war ma blev brav.
Tout ar familh
Denis hag ar babig
glav ha grizilh.