Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Effet entonnoir
Effet entonnoir
- Conference -
Diwan, pedagogiezh ha nerzh krouiñ : un dezenn dimeurzh o tont
Da 2e30 dimeurzh e vo soutenet e Skol-Veur Roazhon 2 un dezenn e keltiek dirak ur juri etrevroadel, gant Fanny Chauffin Goude tezenn Josette Gwegen e 2006 e skol veur Brest,
Par La Rédaction pour ABP le 29/03/15 1:27

Da 2e30 dimeurzh e vo soutenet e Skol-Veur Roazhon 2 un dezenn e keltiek dirak ur juri etrevroadel, gant Fanny Chauffin

Goude tezenn Josette Gwegen e 2006 e skol veur Brest, setu tro Fanny Chauffin da souten un dezenn gouestlet da Ziwan ha d'an traoù a zo bet krouet e brezhoneg e kenrouedad Diwan : kanaouennoù, c'hoariva, lennegezh, kleweled. Studiañ a ra ar soubidigezh, an nerzh krouiñ douget gant ar skolaerien, ar gelennerien, ar gerent ivez. Aozet he deus un enklask graet e lise Diwan ha gant liseidi bet e Diwan (260 anezho), gant 80 atersadenn tud o labourat e Diwan, met ivez gant arzourien Euskadi, Kembre, sokioyezhourien Aostria, Kembre, Polonia. Ur mekanik krouiñ eo Diwan, met bresk e chom daoust d'an nerzh a zo atav hiziv an deiz evit krouiñ skolioù, mont war raok, hag ijin un dazont evit ar yezh bemdez, daoust d'ar skoilhoù politikel, ideologel, daoust d'ar chapelioù a bep seurt a sav a-enep an "diwaneg", an diouer a daol-mouezh, ... Gant ar c'holl spontus a gomzerien e chom Diwan ar spi brasañ evit adperc'hennañ ar brezhoneg, gant ma vo treuskaset ar yezh e maez eus ar skol gant kumuniezhioù arzel, sportel, kevredigezhel a gomz brezhoneg goude al lise.

Soutenañs d'ar meurzh 31 a viz Meurzh, Roazhon 2, 2e30 goude merenn.

krouidigezh2
Voir aussi : diwan
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons