Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar brezhoneg, yezh al laboused
Profet oa bet dec'h d'an tregont den deuet da welout Yann-Ber Piriou ur pennad barzhoniel ha leun a fent
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 23/11/14 16:21
:

Profet oa bet dec'h d'an tregont den deuet da welout Yann-Ber Piriou ur pennad barzhoniel ha leun a fent

"Yezh ar moc'h" ar brezhoneg ? Se oa bet lavaret da Yann-Ber pa oa bugel. Dre chañs e oa e vamm-gozh, a gomze brezhoneg hepken gantañ a lâre dezhañ e oa "yezh al leueoù" a veze komzet ganto. Met ar respont bravañ, anat deoc'h, a oa hini e vamm : "Yann Ber, ar brezhoneg zo yezh al laboused". Hag ar barzh-kelenner o kregiñ da zibuniñ rimadelloù e vugaleaj :

"Daou c'houelan :

- N'out ket deuet da welet a(c'ha)non pa oan bet

- ne ouien ket e oas

- Gou(zout) (a ou)iez ! Gouiez ! Gouiez"

"Daou bichon

- Urrrrr pokig am(b)o ! ur pokig amo ! Ur pokig amo !

- dec'h 'p(o)a bet ! dec'h pa bet !

- 'meus ket soñj ... 'meus ket soñj !

- 'ma pije bet troet, ma pije bet troet!..."

Voir aussi :