Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Korn ar vugale : arzhed ar Skorv, c'hoariva, kontadennoù, haiku, kamishibai ...
Evit ar c'hwec'hvet gwech e vo aozet ul lec'h evit ar vugale : peadra da lenn,da dresañ, da c'hoarzhin ha da ganañ
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 21/10/13 22:35

Evit ar c'hwec'hvet gwech e vo aozet ul lec'h evit ar vugale : peadra da lenn,da dresañ, da c'hoarzhin ha da ganañ

Setu ar program :

d'ar sadorn 26/10

"Korn ar vugale (albomoù, bandennoù treset, levrioù, margodennoù, ul lec'h sioul evit ar gerent hag ar vugale)

Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale : 94 levr embannet e 10 vloaz : aze emaint tout, moaien zo sellout outo, kaout titouroù evit skrivañ, studiañ anezho er c'hlas ..."

2e goude merenn : stal« Haiku Halloween » gant Marie-Thé Legendre evit ar vugale 7/12 vloaz

2e50 : kamishibai gant Marivonig Berthou. "An daou dort" gant tresadennoù Marianne Larvol.

3e goude merenn c'hoariva e galleg hag e brezhoneg gant strollad Fubudenn Kemperle « E kreiz ma bro » : Jean-Mai hag e skipailh a ginnigo deoc'h tud dro : ur punk, ur ganerez, ur mezvier, ur soner bagad, ur grampouerez, ar Roue Arzur zoken ...

5e : prest eo al levrioù haiku !!! gant Marie-Thé Legendre

D'ar sul 27/10

"Korn ar vugale (albomoù, bandennoù treset, levrioù, margodennoù, ul lec'h sioul evit ar gerent hag ar vugale)"

11e30 : kamishibai "an daou dort" gant Marivonig Berthou ha tresadennoù Marianne Larvol.

2 eur : abadenn gant Lors Jouin ha Soig Siberil. Arzhed ar Skorf

3e/5e: Levrioù bihan graet gant ar vugale, tresadennoù, peg, skritur diwar benn liesseurted ar yezhoù. Gant Yveline Mehat.

5e : Yveline Mehat a gont istorioù teir yezhek , gitar, fent ha plijadur, an dra sur !

Voir aussi :