Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Bugale Kloar o skrivañ haiku
Bugale Kloar o skrivañ haiku
- Appel -
Poent eo kas ho haiku da festival Taol Kurun !
Chom a ra 7 devezh, ur sizhunvezh evit kas ho haiku, unan pe dri, e galleg, brezhoneg, galloeg
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 25/12/12 13:28

Chom a ra 7 devezh, ur sizhunvezh evit kas ho haiku, unan pe dri, e galleg, brezhoneg, galloeg

Penaos sevel ho haiku ? Soñjit en un dra resis a zo chomet bev en ho memor hag a zo liammet gant tem ar genstrivadeg (al louarn). Klaskit un elfenn bennak a ziskouez liv an amzer (yen, goañv, hañv, gleb ? ), ur skeudenn doare "Polaroid". Na implijit ket re a verboù (unan, pe verb ebet). Skrivit, adlennit, cheñchit ma zo ezhomm d'ober, lakait tud all da lenn.

Ha kasit hoc'h oberennoù berr da : taolkurun [at] laposte.net, pe war-eeun war al lec'hienn : (voir le site)

Skouerioù

C'hwezh ar chaseour

o tostaat

poent eo mont kuit.

Barv gwenn al louarn

e-kreiz an erc'h

c'hoant dezhañ bout tad Nedeleg ?

Daou louarn o pourmen

e-barzh ar c'hoad

gwisket gant e zelioù nevez.

Latar ar mintin

un oto ruz o tremen

skoet al louarn kozh.

Piv 'yelo da glask an heol

war ar bern teil ?

gwad 'ba' beg al louarn.

Voir aussi :