Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Musique -
Konogan an Habask, ur soner dispar !
Lakaat ar bladenn "pevarlamm", selaou, adselaou...
Par Fanny Chauffin pour Festival Kaol Kurun le 9/12/12 22:12

Lakaat ar bladenn "pevarlamm", selaou, adselaou...

Ur veaj kinniget gant Konogan e Breizh, e Galisia, e Iwerzhon... eo ar bladenn "Pevarlamm" ("galoupat" pe pevar benveg sonet gantañ).

Ne vefe ket dañvez Carlos Nuñez Breizh ennañ ? Ur paotr lent a-walc'h (pa vez anavezet mat anezhañ, leun a fent eo) met ur musisian ampart, gouest da seniñ gant ur uillean pipe (desket gant e mestr Padrig Molard, mar plij), ur biniou kozh (sot eo Konogan gant Gus Salaun, soner Banaleg hag a sone sonerezh an Aven gant un ampartiz divent), ul low whistle ... Tonioù dirollet (pachpi fentus hag a grog gant hini ar c'hoarezed Goadeg), hag ar vombard. Ur barzh eo ivez : ur ganaouenn karantez kanet gant Elsa Corre ha kompozet gantañ a ziskouez e klask Konogan krouiñ "war bep dachenn".

Ur veaj, ur prof evit Nedeleg, un arzour... Kit buan da selaou Konogan !

Voir aussi :