Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. E kreizenn ar Kelc’h mein : Penri Roberts Drouizh eus Bro Gembre ; Per-Vari Kerloc’h Drouiz Meur Breizh ha Mick Paynter Barzh Meur Kerne Veur a zigor al lid - gant avel met hep glav.
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. Drouized er kelc’h mein.
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. Dasparzhadur an uhelvar d’an oll a vo o kregiñ.
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. Goude al lid eus kleiz da zehou : Penri Roberts ; Per-Vari Kerloc’h ; Mona Cousquer e karg an darempredoù etrekeltiek ; Bernard Cousquer teñzorour Goursezh Breizh ; Mick Paynter Barzh Meur Kerne Veur ha Maureen Fuller ar Barzhezh Meur da zont.
- Discours -
Per-Vari Kerloc'h, drouiz meur
Ur brezegenn sklaer ha brav, simpl ha gwir
Par Fanny Chauffin pour ABP le 16/07/12 11:27
Ur brezegenn sklaer ha brav, simpl ha gwir
Piv en dije kredet e oa aegelc'h ur Gorsedd e 2012 un dra maez ar jeu, maez ar gevredigezh ? Den e touez ar vrezhonegerien a gomprene mat ster ar brezegenn hir graet gant an drouiz meur, Per-Vari Kerloc'h, pedet gantañ drouized Kerne ha Kembre. Politikerezh bro C'hall, Yann-Erwan An Drian, Marine Le Pen... Taolioù bazh d'ur bern ha gourc'hemennoù da re all : re ar redadeg, re ar skol veur, re o deus stourmet evit frankiz mab den ha gwirioù ur yezh wallgaset ha tamallet : ar brezhoneg.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
"Termaji, termaji !" a huche ar vugale en ur heuliañ tolpadoù sonerion ar "Fêtes folkloriques" àr-dro 1920. Pezh hon eus dober hiniv an deiz ? bamiñ douzh an druizhed (sic). Truezus ha mezhus. Voilà la Bretagne revenue à son état naturel : spectacles à gogo, pittoresque garanti, langue symbolique, gugusses auxquels la presse sert complaisamment la soupe, aucune amélioration depuis "Gorsez digor". Que tout ça crève le plus vite possible, ce sera le mieux.
(0)
Franseza Le Samedi 25 août 2012 15:27
Na pegen domaj eo (hag hegasuz ive) e vefe eur plah o vouskomz dizehan nepell diouz mikro ar c\'hamera e-pad eil lodenn prezegenn an drouiz meur ! A-hend all e kavan ez eo eur brezegenn a-zoare, daoust d\'ar pez e-neus skrivet ar c\'haher-diêz a-zioc\'h. Kendalhit gand ho labour ha digasit deomp videoiou all.