Evit ur velestradurezh o ren war pemp dempartamant Breizh e oa deuet tost da 6 000 den e Sant-Nazer, disadorn. Hervez ar gevredigezh a aoze an degouezh, Breizh Unvan, e oa bet tu da welet tud eus Breizh a-bezh, ha dreist-holl tud eus al Liger-Atlantel ha bro Sant-Nazer. Bannieloù a oa e-leizh, sonerien a oa ivez, ha sioul-tre eo bet an dibunadeg, echuet dindan ar glav e-kichen bon splujerezioù Sant-Nazer. Gant skoazell Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol-Uhel ar Vro ha Galv Karaez e oa bet aozet.
Dilennidi a oa er vanifestadeg, Patrick Mareschal, prezidant PS Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, en o zouez. Komzet en deus d'ar vanifesterien evit kemenn kroudigezh ur bodad kenlabour Kuzul-rannvro Breizh/Liger-Atlantel, d'an 10 a viz Here da zont, e Redon. An UDB, ar Re C'hlas hag "Alternatifs" al Liger-Atlantel a oa en dibunadeg, koulz ha penn strollad an UDF e Kuzul-rannvro Breizh, Bruno Joncour. Dipitet e oa eñ peogwir e vefe lakaet kostezenn bihanniver ar C'huzul-rannvro a-gostez gant ar skipailh ren, koulz evit ar bodad kenlabour hag evit al logo nevez, bet kinniget war lec'hienn internet ar C'huzul-rannvro er sizhun dremenet.
Hervez prezidant Breizh Unvan, Emil Granville, n'eo ket a-walc'h aozañ bodadoù kenlabour. C'hoant en defe gwelet Breizh unvan en-dro a-benn an dilennadegoù rannvroel da zont, e 2010.