Souezhet-bras eo bet an dud er bloaz-mañ gant "Bolz an Divroidi", troit "Dôme des diasporas" e galleg. Teltenn vras, stumm un hanter oranjezenn dezhi, gwenn-kann evit laoskel skeudennoù da dremen.
Ul lec'h plijus gant boued disheñvel liammet gant ar vro enoret bemdez : Gwadloup, Enezenn ar Reunion, Stadoù-Unanet Amerika, Mec'hiko, Skos-Nevez, , Patagonia, Chili ...
Ha filmoù gant seitek film e brezhoneg :" Enezenn Black mor, O seizh posubl, levr Kells, , Braveheart, Prad don, Marsel paotr plaen, Before Bach ...." A-wechoù e oa yezhoù bihan troet e yezhoù bihan, ar pezh a lakae an dud da lavarout "ni zo e Bro-C'hall memestra...". Ha da vont kuit, feuket...
Met n'eus ket bet displijet kalz a dud : deuet ez eus 100 000 a dud hervez an aozerien e-pad 10 devezh ar festival. Hag arzourien a oa ivez : Nolwenn Korbell ha Soig SIberil, Kris Menn, de Romilly, bagad Karukera, LLeuwen Steffan, Bayati, Fernhill ...
Ul lec'h heñvel a-walc'h ouzh teltenn vras festival Douarnenez, brav da welout. A-raok e oa gouestlet ar festival d'ar sonerezh etrekeltiek dreist-holl. Reiñ ur plas d'ar yezhoù bihan, hag ur plas ken bras, a zo bet graet a-drugarez d'ar rener, Lisardo Lombardia, divroet ivez !
Setu neuze ur film a zo bet skignet, ma konter istor divroidi Iwerzhon, fromus ha brav war un dro.