25823 vues

22 milion a dud, gant an hanter eus broioù keltiek : sed aze ar vro pedet ar bloaz-mañ, asambles gant Joan Baez, ALan Stivell, Padrig Molard, Dan ar Bras...

22 milion a dud, gant an hanter eus broioù keltiek : sed aze ar vro pedet ar bloaz-mañ, asambles gant Joan Baez, ALan Stivell, Padrig Molard, Dan ar Bras...

"Mulieres" gant "Duo Du Bas" evit mouezh merc'hed a gan e asturianeg, galisianeg, brezhoneg e C'hoariva Bras. Bez vo tri zeiz-ha bloaz : hini emrenerezh bro Iwerzhon, hini kêr an Oriant (300 vloavezh) hag ivez hini Bodadeg ar Sonerion (70 vloaz). Un tamm muioc'h a vrezhoneg a vo (bemdez e Tachad ar gomz aozet gant Radio Bro Gwened, etre 5e ha 6e noz, ul levraouegig gant levrioù e yezhoù ar Gelted, prantadoù brezhoneg evit ar re nul, brezhonegerien o kinnig abadennoù e C'hoariva Meur hag e Palez ar C'hendalc'hioù).

Gant ma vo panelloù direbech ar bloaz-mañ... Hag aborigened degemeret ivez, evel e penn kentañ ton an teaser.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....