Embann a ra holl izili Strollad Breizh o gwellañ gourc'hemennoù da b-Per Denez p'emañ o paouez kimiadiñ diouzhimp, goude bezañ gouestlet e vuhez a-bezh da Vreizh.
Da vare ma veze graet al lu da Vreizh ha mezh d'ar Vretoned, abalamour d'o sevenadur, d'o yezh ha d'o orin, e oa bet e-touez ar re o doa adsavet o fennoù evit reiñ da bobl Vreizh he lorc'h hag an emskiant a vreizhadelezh.
Kaset en deus ur stourm da benn, gant nerzh ha youl bepred, evit difenn gwirioù Breizh.
Trist-meurbet omp pa n'emañ ket ganeomp ken, hogen e vuhez eo hor goanag, e stourm ur skouer evit an holl Vretoned.
Pêr Denez, trugarez deoc'h.