Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/20/20995_1.jpg
photos/20/20995_2.jpg
photos/20/20995_3.jpg
- Dépêche -
Kroget eo ar festival gant 10 konter, 10 kaner, 6 furlukin hag ar meuriad Berdewi
Kroget ar festival gant tud labourus a briente ar pezh a vo war lerc'h : sonennoù, kontadennoù, farsadennoù...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 9/01/11 10:38

Prest an dud da gontañ, seniñ, kanañ ? Disadorn ha dimerc'her e oa ur prantad labour ha pleustriñ e tri staj disheñvel : kontañ gant Fiona Mac Leod, furlukinañ gant Jean Kergrist, kanañ gant Brigitte Kloareg, ha pleustriñ abadenn ar friko gant Catherine Pasco ha Meuriad Beurdewi.

Hanterkant den o krouiñ, o teskiñ, pleustriñ hardi evit kontañ marvailhoù gant ur vazh burzhudus deuet deus an Indianed en tu all d'ar meurvor, an Amerindianed : penaos derc'hel soñj deus un istor, ha dreist-holl, treuskaz anezhañ d'an eil d'egile, d'ur c'helenner d'ur bugel, ur vamm d'ur mab, ur mignon d'e mignonez ...

Gant Brigitte ez eus bet desket un toullad kanaouennoù evit gallout implij anezho e-pad kafe ar bloaz nevez, "me a gan", digor kalon ar friko a vo a-benn disadorn, e-pad ar filaj mod bro Skos dimerc'her ...

Hag ar furlukined, emit-hu ? Prientet o deus "Opera ar saver moc'h" ,pe "opéra cochonnier"ma faot deoc'h, e galleg flour. Loc'h ennañ gant an aotrou "Porcher" : deuet eo a-benn da gaout ur "pemoc'h aour" er gazetenn "Porc magazine".

Neuze, diskouez a ra peder wiz, o deus heuliet stalioù arzel, evit doujañ ouzh al lezenn nevez diwar-benn "le bien être animal"ar sonenn o deus krouet. Ha pep hini da gontañ, war meur a don, buhez pemdez ar moc'h e Breizh. Etre fent ha drougfent un abadennig 20 mn vo c'hoariet evit digoradur ar festival a-benn dimerc'her da 6e30 ...

Ha Meuriad Beurdewi ? Un devezh labourus e sal ar c'hoad kaer, souezhadennoù, sonerien biniou/bombard, tonioù brav ken ken, tud o tont a zehou hag a gleiz, peadra da dremen ur friko dreistordinal digwener.

Chom a ra un nebeut plasoù : 02 98 71 74 94. Enskrivet 120 den evit ar poent, grit buan.

Cet article a fait l'objet de 1134 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons