Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/20/20890_1.jpg
Juri Prizioù 2011 : Pauline Kerscaven (kazetennerez ha kenurzhierez ar c’houlzad Klaskerien ha Treizherien Soñjoù) Brendan Corre (kaner ar strollad « Francis Jackson ») Dominique Bourgès (eil-maerez e Gwimaeg) Jean-Yves Abalain (kargad-tiriad e Brest M
- Communiqué de presse -
Deuet eo mare ar Prizioù hag an Disprizioù !
D'an 29 a viz Genver e vo roet Prizioù Frañs 3 e Landreger. Ur wech kentañ eo bet bodet ar varnerien dija, a-benn
Par Gwenael Dage pour Ya ! le 20/12/10 11:20

Prizioù Frañs 3 : War ar Renk emañ......

D'an 29 a viz Genver e vo roet Prizioù Frañs 3 e Landreger. Ur wech kentañ eo bet bodet ar varnerien dija, a-benn dibab an oberennoù da lakaat war ar renk. Skignet e vo an abadenn d'an antronoz vintin war Frañs 3 ha France Bleu Breizh Izel.

C'Hwec'h rummad a vo priziet er bloaz-mañ, ha teir oberenn war ar renk e-barzh pep hini.

Gwellañ romant faltazi : Ar Marc'h Glas (Riwal Huon - Al Liamm), Ar Gitar Tredan (J.-E. Mouton - An Alarc'h) ha Kan ar Mein (Mich Beyer - An Alarc'h).

Gwellañ pladenn vrezhonek : Ar Vro didu gant Oktopus Kafe, Disadorn Noz Fever gant Alambig Elektrik ha Just in Case gant Roy Eales.

Gwellañ oberenn gleweled : Youenn Gwernig (J.-C. Huitorel - Aligal/France Télévisions), Pennoù Pentur (Mikael Baudu - Gwengolo/Dizale), Istorioù Breizh (Luc David - Pois Chiche Films/France Télévisions).

Gwellañ intrudu evit ar yaouankiz : Ar Roue Marc'h (TES), Kevredad ar Gouren hag e gentelioù evit ar vugale, an DVD kontadennoù Ur wech e oa embannet gant Keit Vimp Bev.

Priz spered ar yezh : Jean-Claude ar Ruyet evit e dezenn Kelenn ar brezhoneg, komz, liamm ha norm, kinniget e stumm peder reolenn-sannañ evit brezhoneg ar skolioù, Ti ar vro Lesneven evit al levr Kanit ta tudoù, Ronan ar C'hoadig evit e levr Brezhoneg bro Gouelo (An Alarc'h).

Brezhoneger ar bloaz : Gouel broadel ar brezhoneg adlañset e miz Mae 2010, ar c'hentañ levrioù niverel e brezhoneg embannet gant Emgleo Breiz : Buhez prevez Lola P. ha Le trésor du breton parlé, Teatr Piba evit e bezh c'hoari Eden Bouillabes.

Kinniget e vo an abadenn gant Goulwena an Henaff ha Clément Soubigou.

DISPRIZIOÙ : PINIJENN A VO TRO D'OBER !

Un emgav reoliek ha gortozet eo deuet an darvoud da vezañ. Evel bep bloaz eo deuet poent da reiñ Disprizioù ar brezhoneg d'ar re zo dellezek d'o resev. Ar pezh a vo graet d'al Lun 20 da noz, en abadenn Webnoz skignet war-eeun eus iliz ar Folgoad, e-kichen Lesneven, adalek 8e30 noz.

D'ar strollad Allah's Kanañ e vo gouestlet abadenn Webnoz miz Kerzu, ha dalc'het e-kreiz iliz vrav ar Folgoad. Un abadenn a feiz penn-da-benn enta ? N'eo ket ken sur. Fent a vo evel-just, dreist-holl d'ar mare da reiñ Disprizioù ar bloaz 2010 d'ar re en devo soñjet ar juri n'o deus ket graet trawalc'h evit ar yezh. Pe da vihanañ, nebeutoc'h eget na c'hellent. « Siwazh, bep bloaz e vez kavet ar memes aozadurioù pe doare tud da loreañ, well-wazh. Un druez. Setu perak hon eus divizet cheñch tu d'hon oferenn er bloaz-mañ » a embann Lionel Buannic, rener Brezhoweb a vez roet lusk da Webnoz gantañ. « Ha pa vo aozet an abadenn en un iliz eo bet aes kavout ur stumm nevez : renket eo bet ar re a vo war ar renk e-barzh seizh rummad, evel ar seizh Pec'hed Kapital : an Ourgouilh, al Leziregezh, al Lontegezh, an Hudur, ar Bizhoni, ar Gounnar hag ar Warizi. » Marteze e ouio ar juri kaout truez a-walc'h da zigastizañ unan eus ar seizh pec'her avat, piv 'oar...

Anvioù zo bet lakaet e pep rummad dija. Diskuliet e vint e-kerzh an abadenn.

Fellout a ra da Lionel Buannic degas da soñj an holl, arvesterien pe loreidi, « ez eus kaoz da lakaat war-wel ar pezh ne ya ket war-raok e-keñver ar brezhoneg, ha n'eo ket tagañ tud war o anv » .

War un ton skañv ha farsus e vez kinniget an traoù-se bepred, « met n'eo ket evit kelo-se n'eo ket sirius ar gudenn ! »

A-benn sikour ar juri e c'hell an neb a garo kinnig darvoudoù pe aozadurioù da renkañ dindan pep « pec'hed » , war brezhoweb.com.

Cet article a fait l'objet de 1347 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons