Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Keleier Stumdi Miz Here 2010
Ar greizenn Stumdi, arbennik war ar stummadurioù micher d'an dud deuet, zo laouen o tegemer e stajidi nevez. 28 e Landerne, 19 e Plañvour ha 10 e Gwengamp, lec'h stummañ digoret e 2010.
Par Claudie Motais pour Stumdi le 4/10/10 16:14

Kreizenn stummañ Stumdi : Un distro-skol war 3 departamant !

Ar greizenn Stumdi, arbennik war ar stummadurioù micher d'an dud deuet, zo laouen o tegemer e stajidi nevez. 28 e Landerne (29), 19 e Plañvour (56) ha 10 e Gwengamp (lec'h stummañ digoret e 2010).


Kreizenn Gwengamp (22):

Lañset eo bet ar stummadur e Gwengamp e miz Genver 2010 evit n'o defe ket ken tud Aodoù-an-Arvor da vont betek Landerne evit heuliañ ar stummadur evel ma rankent ober betek hen. An niver a stajidi zo o kreskiñ a stummadur da stummadur (4 stajiad e miz Genver 2010 ha 10 e miz Gwengolo). Danvez-stajidi zo dija evit ober hini miz Genver 2011.


Kreizenn Plañvour (56) :

Evit an eil gwezh diouzh renk ez eus bet ranket krouiñ daou strollad evit degemer an 19 stajiad. « Ar c'hresk-mañ a zo un dra vat hag a ro kalon » eme renerez Stumdi, Claudie Motais, « Sur a-walc'h eo frouezh al labour brudañ kaset ivez en departamant ».


Kreizenn Landerne (29) :

28 stajiad rannet e daou strollad zo bet degemeret ar bloaz-mañ : Rannet eo bet ar stajidi dre ma soñj d'ar skipailh pedagogel eo diaes stummañ tud war ur yezh en un doare dereat en tu all da 14 den dre strollad. Evit se ivez ez eus bet lakaet tud da zont kentoc'h evit distro-skol miz Genver 2011.



Distro-skol a zeu : D'ar 5 a viz Genver 2011 e Penn-ar-Bed, Morbihan hag Aodoù-an-Arvor.

Ul lec'h-kelenn nevez e 2011 : War c'houlenn tud c'hoant ganto labourat e brezhoneg pe d'an nebeutañ bezañ stummet war ar yezh e vo digoret ur stummadur e miz Gwengolo 2011 er Morbihan e Gwened.



Stumdi, 25 bloaz hag un nebeut sifroù :

16 implijad a zo e skipailh-pad Stumdi hep kontañ stummerien diavaez arbennik war tra-mañ-tra .

Bep bloaz e vez stummet tro-dro 300 den (stajoù hir ha berr).

Ouzhpenn 1000 den gour o deus gellet heuliañ ur staj hir 6 miz.

Dibar : Skipailh Stumdi a ginnig abaoe 2006 d'e stajidi ur servij hentañ evit sikour anezho da glask labour. (Emgavioù hiniennel, stalioù-labour war penaos sevel ur CV pe ul lizher-youl e brezhoneg...)

Ouzhpenn 70 % eus stajidi Stumdi a gav ul labour goude bezañ echuet o stummadur.


Mont e darempred/ Titouroù :

Kreizenn stummañ Stumdi

Maner Keranden – BP 311

29800 Landerne

Pgz. : 02 98 21 39 94

Postel : bzh.stumdi [at] wanadoo.fr

(voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons