Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- appel -
Galv evit skoazell stourm ar studierien brezhopneg en Naoned
Itron, Aotrou, Evel a ouzit, klask a reomp dastum 3000 Euro evit sevel klemm ouzh lez-varn velestradurel Naoned diwar-benn an doare ma voe skarzhet kuit ar brezhoneg diouzh UFR ar Yezhoù e Naoned. Mont ra mat an traoù ! Adalek hor galvadenn gentañ hon eus kroget da zegemer arc'hant ha lizhiri-skoazell.
Par Philippe Argouarch pour Skrabelaou le 7/04/05 11:47

Itron, Aotrou,

Evel a ouzit, klask a reomp dastum 3000 Euro evit sevel klemm ouzh lez-varn velestradurel Naoned diwar-benn an doare ma voe skarzhet kuit ar brezhoneg diouzh UFR ar Yezhoù e Naoned.

Mont ra mat an traoù ! Adalek hor galvadenn gentañ hon eus kroget da zegemer arc'hant ha lizhiri-skoazell. Chekennoù etre 10 ha 50 Euro peurliesañ. Trugarekaat a reomp a-greiz-kalon an holl re odeus kaset arc'hant dimp dija. Met n'hon eus ket berniet a-walc'h a arc'hant c'hoazh. Setu perak e kasomp deoc'h an eil galvadenn-mañ. Kendalc'hit d'he brudañ tro-dro deoc'h. Gwir eo ez eo kizidik ar vretoned diwar-benn ar brezhoneg e Naoned, ha santet e vez dre ar pezh(ioù) a vez kaset dimp.

Goulennez ez eus bet ouzhimp perak e tleomp paeañ 3000 Euro ha pa c'hell bezañ digoust sevel klemm ouzh al lez-varn velestradurel.

Klasket hon eus aze bezañ an efedusañ posubl. Arabat c'hwitañ an taol ! Ma vo savet klemm ganimp-ni hon-unan e vo degemeret ar c'hlemm ha barnet... ac'hann da 6 vloaz ! Ma vo renet an afer-se gant ur breutaer a-vicher e vo aozet gantañ peadra da gaout ur varnadenn-brim, dastumet ha kinniget ar barnadennoù kent war aferioù heñvel, ha ni 'oar-ni c'hoazh.

Ma ne vo ket dastumet a-walc'h a arc'hant e vo restaolet. Met ret e vo neuze emc'houlennata diwar-benn efedusted ar vretoned.

SKRABELAOU : A.S.B., 24, kae ar Foz, 44000 NAONED

Chekennoù e anv Studierien brezhoneg Naoned, Crédit Agricole 27466936000

Voir aussi sur le même sujet :