Tro gentañ ar reizhskrivadenn e brezhoneg a vo d'ar sadorn 5 a viz Meurzh er C'hoc'hu Sant Frañsez e Kemper, adal 2e goude merenn.
Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud deuet.
Tolpadennoù vo ar bloaz-mañ e Roazhon, an Naoned, Brest ha Lann-ar-Stêr.
Tu 'zo lakaat e anv c'hoazh e unan eus ar pevar rummad :
* CE
* CM
* Skolaj
* Lise - tud deuet
Gant kelennerien vrezhoneger e vo lennet ha difaziet an destenn, bet prientet e brezhoneg peurunvan gant Daniel Doujet.
Prizioù a vo evit an dri c'hentañ e pep rummad hag a c'hallo mont d'an Oriant d'an 21 a viz Mae evit an eil tro.
Da c'hortoz e vo difaziet ar c'hopiennoù e vo un abadenn hag ur verenn vihan, a-raok reiñ ar prizioù.
N'ho pezet ket aon da vont e darempred ganeomp evit kemer perzh, selaou ma fell deoc'h pe reiñ un taol sikour.
Digoust eo evit mont e-barzh.
Ti Ar Vro Kemper
18 straed Santez Katell / rue Sainte Catherine 29000 KEMPER
pgz/tél : 02 98 90 70 43 faks : 02 98 90 70 49
postel : tiarvro-kemper [at] wanadoo.fr internet : www.tiarvro.org