Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Agenda -
11 a viz Kala-Goañv 2009 : Lid ar Peoc'h e koun ar soudarded a Vreizh aet d'an anaon a-hed ar c'hantvlezadoù
Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Merc'her 11 a viz Kala-Goañv 2009, da 3 eur 30 d'enderv, en Iliz-rouanez Intron-Varia ar Joa
Par Claude Bagousse pour Santez Anna Gwened le 2/11/09 6:27

Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Merc'her 11 a viz Kala-Goañv 2009, da 3 eur 30 d'enderv, en Iliz-rouanez Intron-Varia ar Joa e Pondi .

Da-geñver an 11 a viz Kala-Goañv e faot da Santez Anna Gwened lidiñ ar Peoc'h ha tolpiñ an dud evit derc'hel soñj ha koun ag ar lazhadeg vras a oa bet er brezel bed 1añ hag ar mell cheñchamant a oa daet d'e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh Pobl Breizh.

Lerc'h-ouzh-lerc'h e vo Jorj Belz ha Jean-Paul Rieux é lenn testennoù skrivet e brezhoneg get Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag Emile Masson, ha 4 laz-kanal (170 a dud) – Bouezh Santez Anna, , Kalonoù Derv Bro Pondi & Bubri-Melrant, Kanerion ar Skorv ha Bouezh er Mor – é kanal ur pemzek sonenn vrezhonek bennak a denn da istoer ar Vretoned e-pad ar brezel bed 1añ ; evit ambroug ar ganerion hag ar brezegourion e vo ivez ar sonerion Kerlenn Pondi .

Mod-arall e vo meur a sonenn da lakaat an dud er sal da ganal ar un dro get ar lazioù-kanal, ken evit ober bourrapl d'an holl, ken evit roiñ da anavet ar sonennoù-se.

Digoust e vo mont a-barzh, met goulenn a reomp get an dud en em gavout da 3 eur 15 d'enderv, dre ma n'eus ket kalz a blas en iliz. Aozet get sikour Kêr Pondi.

Evit gouiet hiroc'h : 02 97 36 66 81

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
[ Gwelout pennadoù all Santez Anna Gwened]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 1) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons