D'ar sul 25 a viz Here e Karaez e vo un tabut diwar-benn al lennegezh evit ar yaouankiz e brezhoneg, da 11 eur vintin. Embannet oa bet 19 levr etre 1950 ha 1994, ha dibaoe, tost 12 levr pep bloaz... Petra a lak an embann evit ar re yaouank da greskiñ kement-se ? Ar skolajidi hag ar skolidi a glask boued da lenn, Priz ar yaouankiz, TES hag a embann romantoù gant goulennoù ha skeudennoù e-barzh ? Pedet eo bet an 12 skrivagner o deus skrivet ar bloaz-mañ evit ar re yaouank : perak skrivañ evito ? Kejet o deus ganto er c'hlasoù ? Ar vuhez a-vemañ hag o skridoù : liammoù a zo ?
An eil tabut e brezhoneg a vo da 3 eur goude merenn, hag a vo diwar-benn an embann e brezhoneg hiziv an deiz. Piv a embann ? Kazetennoù a zo, levrioù evit ar re deuet, n'eus ket kement-se, perak ? Piv a lenn romantoù hiziv an deiz ? Sikourioù a zo gant an Departamant Penn ar bed, ha gant ar re all ? Dazont an embann e brezhoneg : liammet gant an teknologiezhioù nevez ?
Pep tabut a vo troet en galleg gant dafar ofis ar brezhoneg.