U.D.B. Kreiz-Breizh prederiet gant dazont an ekonomiezh hag an endro e Kreiz-Breizh a zo nec'het gant raktres sevel ur c'hraou-moc'h greantel 930 gwiz ennañ hag a produfe 25 000 pemoc'h bihan ar bloaz !
Chalet gant ar saotradur a c'hellfe degas hañvouez ar moc'h, e skoazell U.D.B. ar re a sav a-enep ar raktres. Goulenn a ra ma vo renablet an holl dakadoù gleborek a vo tapet gant raktres ar steuñv-skuilhañ.
UDB a c'halv tud Kreiz Breizh da gemer perzh en emgav a vo d'ar Sul 28 a viz Gouere da 2 eur e bourk Trabrivan. Eno vo moaien selaou sonerezh, kaozeal gant tud all ha sinañ ar skrid-goulenn evit ma vo renablet an takadoù gleborek. Deuit niverus !
UDB Kreiz Breizh