Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Fin ar redadeg : ur pennad fromus atav !
Fin ar redadeg : ur pennad fromus atav !
- Chronique -
Testenn ar vazh test : skrivet gant div vaouez yaouank, Maina ha Ninnog
Desavet e brezhoneg ba Pondi, skoliataet e Diwan, Maina Audran ha Ninnog Louis a ziskouez ampartiz ar rummadoù yaouank war ar yezh, met ivez war ar raktresoù int kad da gas war raok !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 29/05/22 22:06
Testenn ar vazh test : fromus, ur wech ouzhpenn ! :
Réalisation : fea - tvbk (194 vues)
Testenn ar vazh test : fromus, ur wech ouzhpenn ! :
Réalisation : fea - tvbk (334 vues)

Desavet e brezhoneg ba Pondi, skoliataet e Diwan, Maina Audran ha Ninnog Louis a ziskouez ampartiz ar rummadoù yaouank war ar yezh, met ivez war ar raktresoù int kad da gas war raok !

Demat deoc’h ma mab ha ma merc’h,

selaouit ha adlârit àr ma lerc’h,

rak un deiz bennak e vo ho tro

da hadiñ brezhoneg er vro.

Selaouit doc’h an ton a zasson,

don don en ho kalon.

Talm ar vuhez hag ar garantez,

a ziskan get ma hani-me.

Digorit bras ho tivskouarn,

ha roit din ho taouarn.

Ne glevit ket a-bell é tonet du-hont,

mouskan ur bobl hag a son ?

Grait ho pazioù kentañ tamm-ha-tamm,

ha balbouzit àr-lerc’h ho mamm.

D’ar skol Diwan tostañ d’ho ti,

eh aoc’h edan berr da zeskiñ ha da c’hoari.

Redit ha strebaotit a-wezhioù,

an douar a gren un tammigoù

edan treid an dud é tostaat a-vostad,

e-pad mand oc’h-c’hwi é vrasaat.

Mignoned ho peus tro-dro deoc’h,

evit roiñ kalon deoc’h ha sikour genoc’h.

Àr-un-dro e taoc’h da benn

a vonet betak ar penn.

Tostoc’h-tost an dud a gomz,

ha muioc’h-mui an douar a stroñs :

a c’hoari, a farsal arsavit un herrad,

da gompren ar morad a dud é tostaat.

Postit gete, par ma c’hellit,

ar Redadeg ne chomo ket d’ho kortoz bepred !

Trapikellit dre an hentoù

betek uziñ seulioù ho potoù

Tud é tonet a beplec’h

kozh ha yaouank hag a bep reizh,

bras ha bihan razh àr-un-dro,

é huchal “Brezhoneg er vro” !

Nag ur blijadur, ur bam,

ho kwelet é redek d’ar pimperlamm.

Dre kêrioù ha minotennoù Breizh,

e strewit brezhoneg e pep lec’h.

Mar da deoc’h bout klouanek é sonjal

E braventez kollet ar broioù treuzet gwezharall,

Taolit ur sell àr-dreñv : arru int pell bremañ

Ha bec’h m’o spurmanter avamañ

Setu arru ho tro da dapout ar vazh,

digorit ho torn ha dalc’hit-hi c’hoazh,

deoc’h eo cheñch penn dezhi,

hag he zreuzkas a di da di.

Savit ho penn ha sellit diragoc’h :

ur bed biskoazh bravoc’h,

ur milendall a hentoù foll,

a chom da redek evidoc’h holl.

Roit ar vazh d’an hani zo etaldoc’h,

ho kalon èl-se a vo skañvoc’h !

Mes n’arsavit ket a redek bemdez,

dalc’hit da zigor hentoù nevez.

Hentoù nevez evit ar re a zeskay c’hoazh,

Ma ne zihanint biskoazh,

A gerzhet hag a gomz e brezhoneg

amzer dezhe gouiet redek.

Evit kaout an droidigezh, amañ emañ :

https://www.ar-redadeg.bzh/br/kemennadennou-ar-vazh-test/article/kemenadenn-redadeg-2022

Voir aussi :
1  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 2 commentaires
Naon-e-dad Le Lundi 30 mai 2022 11:03
Brav! Hag ar pezh a zo bravoc'h c'hoaz : distaget eo bet e devezh Gouel ar Mammoù !...
Brezhoneg savet e doare resis, uhel, kenkoulz hag e doare bro Wened.
.
" Evit kaout an droidigezh, amañ emañ" a lâr ar frazenn ziwezhat.
.
Dre m'emañ pouezus hag arouezus mesaj rollet e bazh-test ar Redadeg, e vefe mat kinnig troidigezh anezhañ e traoñ ar pennad.
.
Evit ar a zo o teskiñ ar yezh - forzh peseurt live emañ o hini - , ar re ha n'int ket boazet d'ober gant brezhoneg liv bro-Wened warnañ, ar re a zo pell c'hoazh - betek-henn? - diouzh ar brezhoneg.
.
Ar pezh zo sur, mersi braz d'an div aozerez a ro fiziañs en dazont.
(0) 
Milena Krebs Le Mardi 31 mai 2022 07:11
met... ul liamm a zo !
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons