Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Plas ar brezhoneg er festival : n'eo ket re fall !
Gwelloc'h eo plas ar brezhoneg e skritelloù ar festival, met evit kinnig an abadennoù avat...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 15/08/17 0:42
:

Komz brezhoneg, suis-alamaneg, asturianeg … er festival ?

E straedoù an Oriant e vez klevet meur a yezh : ar galleg, da gentañ, met a bep seurt yezhoù ivez : saozneg, nederlandeg, alamaneg…. Setu neuze ul lec’h dispar evit keñveriañ ar yezhoù : e takad ar gomz hag ar c’hengred, un daolenn vras a zo da glask bemdez, gant gerioù tost a-walc’h evit ar yezhoù keltiek. Bemdez e veze leuniet an daolenn gant sikour paotr Asturias a leunie gant e I-phone (hezoug, pe « portab ») evit ar gallaoueg, anavezet gantañ mignoned bro C’hallo.

E-pad pemp devezh, e Tachad ar gomz hag ar c’hengred e oa un abadenn gant Radio Bro Gwened gant kanerien ha sonerien ar festival da 5e15, war eeun war al leurenn gant Erik Menneteau, Roderig ha tud ar skipailh.

Mod all, e tachad ar gomz atav, kinniget oa bet d’an dud c’hoarioù evit dizoleiñ ar yezhoù keltiek, hag ur stal evit dizoleiñ ar brezhoneg a oa kinniget c’hwec’h gwech gant skolioù Diwan Kemperle hag an Oriant. Anvioù lec’h hag anvioù tud, goul’ peadra da evañ e tavarnioù ar festival, ar mixing etre brezhoneg ha galleg (les «bretonnismes» ), chaseal haiku a zo bet graet ivez, dansal ha kanañ, deskiñ un tamm kreiz,... Etre ugent ha daou-ugent a dud zo bet bemdez, estreget evit an haiku... gant pevar den hepken, met brav e oa an disoc’h !

Gant Mignoned ar brezhoneg e oa bet kinniget « stalioù flash » e meur a lec’h b’an Oriant ; stad Breizh, liorzh al luzherien, hag e Kae Breizh. Evit an divyezhegezh, ‘oa ket fall, daoust d’an ti-krampouezh Diwan bout unyezhek ! (ur skritell vras gant "crêperie" e lizherennoù bras, met "ti krampouezh" ebet !)

Abadennoù e brezhoneg, evel hini Janlug ar Mouel ha Yann Fanch Kemener... kinniget e galleg, siwazh deomp. 'Benn bloaz e vefe mat d'ar festival kinnig an holl abadennoù C'hoariva meur, Tachad ar Morlu, ha Palez ar C'hendalc'hioù e yezh ar vro. Piv zo prest da c'houlenn diganto ? Ul lizher sinet gant meur a gevredigezh ?

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons