Sevenadur Breizh « Dilhad breton en o bleuñv »
Gant Yann Guesdon ha Romuald Hervé
Lusket gant Lucien Gourong
Océanis Plañvour
D’ar Sadorn 4 a viz Meurzh da 14e30
Digor d’an holl keit ha ma chom lec’h
A-c’houde dek vlez m’hon eus kroget get kelc’hiad ar prezegennoù kontet gouestlet da sevenadur Breizh e raont bepred kement a berzh. Hor pal a oa da gentañ brudiñ hollad ar gouiziegezhioù diàr-benn gwriziad un identelezh gwirion dre brezegennoù anvet « Alc’hwezioù Sevenadur Breizh » . Dalc’het ha gounidet ar goustele. Ar blez-mañ e vo un nebeud pajennadoù diàr istoer an dilhad breton hag èl-just ar c’hoef, arouez pennañ o identelezh, hag a c’hellimp dizoliñ get Yann Guesdon ha Romuald Hervé.
Yann Guesdon en deus skrivet daou levr heverk àr an divoud-mañ ha daet da vout entanet gant istoer dilhad Breizh a-c’houde m’en doa gwelet degadoù a zilhad breton bet douget gant hon hendadoù bet boutet en tan dirak e zaoulagad en ur greizenn Emmaüs. An dizoladenn-mañ, hep derc’hel kont hag ar ranngalon en doa bet, a zo penn-kaoz dezhañ bout kroget d’o savetaat e mar a zoare a-c’houde. Levrdiour, kazetennour, skrivagnour, kronikour (Ar Men ha Le Chasse-Marée), adal bro an Oriant hag ar Morbihan e taolenno istoer gizioù an dilhad e Breizh, dre lec’h ha dre amzer.
Ha Romuald Hervé, genidik a Zouar-Alre, a oa dedennet-bras get dilhad-eured e vamm-gozh adal e yaouankiz ha goude e vachelouriezh micherel « kemenerezh » en deus graet ur master stilouriezh e Pariz. Bremañ emañ staliet en Alre ha reneveziñ, adober, aoziñ a ra dilhad breton (aet da get pe pas) hep dilezel ar grouidigezh a-vremañ hag a sav krog da arz an dilhaderezh armorikan. Ha memes ma o gweler dreist-holl e-pad ar bragadegoù folklorel, karout hiriv an dilhad hag a oa lorc’h ar Vretoned er c’hantevedoù diwezhañ n’eo na dispredet na « mod kozh » . An daou zen entanet-mañ er lakay deomp splann dre o diviz."
Lucien Gourong, kontour, skrivagner
Aozet get kêr Plañvour hag Emglev Bro an Oriant