Evit an trede gwech diouzh renk, Philippe Argouarch, saver ABP, a gemeras perzh d'ar redadeg. E redas ar km 1.352 e-kreiz an noz-mañ, e kreizig-kreiz ar Vro vigoudenn etre Landudeg ha Plogastell Sant-Jermen.
Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg » , savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn ! Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien.
Degouezho ar Redadeg warc'hoazh, d'ar sadorn 7 a viz Mae e Locoal-Mendon adalek 4 e 30 goude merenn.